Afonso VI (Lisbon, 21 a viz Eost 1643 – Sintra, 12 a viz Gwengolo 1683), lesanvet o Vitorioso ("an trec'her"), a voe roue Portugal hag Algarves eus 1656 betek e varv, an eil roue e tiegezh Bragança. Mab e oa d'ar roue João IV ha d'e wreg Luísa de Gusmão. Goude marv e dad João IV e voe e vamm o ren ar vro evel rejantez, betek 1662 pa bignas Afonso war an tron, gant e guzulier ha kentañ ministr, Luís de Vasconcelos e Sousa, trede kont Castelo Melhor.
Dindan e ren e voe lakaet fin d'ar Brezel Assavidigezh hag anavezet e voe dizalc'hiezh Portugal gant Spagn. Emglev a reas Afonso ivez gant Rouantelezh Bro-C'hall dre e eured gant Marie Françoise Élisabeth de Savoie. Ken laosk ha ken gwan e oa ar roue ma voe iriennet a-enep dezhañ gant e vreur Pedro, Dug Beja, e 1668. Mont a reas Pedro da rejant, freuzet e voe eured Afonso VI gant Marie Françoise Élisabeth de Savoie, ha Pedro a zimezas ganti. Tremen a reas Afonso ar rest eus e vuhez koulz lavaret evel ur prizoniad, en Azorez da gentañ, hag e Sintra goude-se.